24 km2 hag un torosennadur bet stummet get ar gwazhioù-dour

Gwezharall em astenne Pondi, ur gêr get ur c’hastell enni, àr un nebeud hektaroù a bep tu d’ar Blavezh. Em astenn a rae he zachenn, souezhusat tra, àr-dro pemp kilometr trema ar c’hreisteiz, àr ribl kleiz ar Blavezh.

Dor an Ospital, àr ribl ar Blavezh, a oa e penn ur pont zo aet da get hiziv an deiz ; diskouez a ra c’hoazh an hent da vonet a-barzh karter kozh Trandour, a oa karter ar milinoù hag ar c’hovuerezhioù gwezharall.

E 1805 e oa bet brasaet Pondi diàr-goust kumunioù Stival, Neulieg ha Noal-Pondivi, a-raok koll, d’he zro, ul lodenn ag he ziriad evit mad kumunioù ar Sorn ha Sant-Turiav e 1869 hag e 1872.

Gorread Pondi zo 2485 hektar, eleze 24 km2, hiziv an deiz.

Get ar gwazhioù-dour eo bet stummet torosennadur ha dremm ar gumun, en un doare padus. Flondrennoù, torgennoù ha pladennoù zo etre 48 ha 192 metr a uhelder hag a bep seurt maezioù kaer zo a bep tu dezhe.

Flondrenn ar Blavezh a gammigell etre Stival ha Signan àr-hed c’hwec’h pe seizh kilometr etre daou rummad torgennoù hag a ya d’ober al lodenn vrasañ a zremm ar gumun.

Pondi zo anezhi ur gumun edan gwez ha glasvez. 40 % ag ar gorread zo tachadoù labour-douar, 10 % anezhañ zo tachadoù naturel : foennegi, lannegi (Kerfisel), koadoù (Stival, Talc’hoed). Gwarezet eo bet peurliesañ ar c’hleuzioù hag an ivarc’hennoù kozh.

Miret ez eus bet plas d’an natur ivez e kreiz-kêr. Ouzhpenn ar skwarioù, al liorzhoù, ar rozegi, an hentoù-bale… ez eus tachadoù glas bras evel Toulboubou, flagennnig ar Restoù pe hini Sant Trefin, zo gwazhioù é redek enne.