Ag an douar ha merc’h d’an Argoad

Pondi zo ur gêr ag an Argoad, anezhañ an tolead bras e-kreiz gourenez Breizh a eneber ouzh an Arvor.

En 12vet kantved, a-hend-arall, e oa e dalc’h beskontelezh Poutrecoet, da lavaret eo ar vro dre ar c’hoad.

Pondi, gwriziennet-start ma’z eo en dolzennad greunvaen a zoug hec’h anv, a oar mat pegen stag eo ouzh an douaroù.

E-kreiz maezioù Breizh, e tiskouez ur Vreizh arall, hini an devalennoù, ar menezioù, al lannegi, an dour-red, al labour-douar hag ar sevel loened.