an dud a Bondi marvet evit Frañs

 

548 den a Bondi marvet evit Frañs

Discours jean mouiln (4)

Pondi a zalc’h soñj ag he re varv abaoe brezel Krimea, àr-dro kreiz an 19vet kantved. Er mare-hont e oa engravet o anvioù àr ur blakenn varbr staliet en hall an ti-kêr. Adal 1922 e oa bet fiziet roll gward ar memor da vonumant ar re varv, nevez-savet get ar c’hizellour Gaston Schweitzer. Savet e oa bet tost d’ar vered da gentañ, ha kaset e oa bet da blasenn an Eñvor, el lec’h m’emañ bremañ, e 1958. Arnezhañ e c’haller lenn anvioù 548 den a Bondi, marvet etre 1854 ha 1962, 411 anezhe e-pad ar brezel-bed kentañ, ha 104 e-pad an eil brezel-bed.

Brezel Krimea (1853-1856)

Stourm e 1863

Brezel Frañs-Alamagn e 1870 (1870-1871)

Stourm e 1895

Stourm e 1900

Brezel-bed kentañ (1914-1918)

Eil brezel-bed (1939-1945)

Brezel Indezsina (1946-1954)

Brezel Aljeria (1952-1962)