Beskontelezh ar Roc’haned lakaet da zugelezh

Hañvalout a ra ar 16vet kantved bout un astenn d’ar c’hantved a-raok. E 1518 eo degemeret e Pondi ar roue Fransez 1añ ha Glaoda, rouanez Bro-C’hall. E 1534 ez eus savet enni un iliz-parrez nevez get un tour.

E 1562 avat e krog ar brezelioù relijion. E Pondi ec’h eus bet diazezet un iliz adreizhet get Herri 1 Roc’han e 1561, hag emgannoù zo etre Katoliked hag Hugunoded evit tapout kêr. D’an 3 a viz an Azvent e kouezh kêr etre krabanoù ar C’hevre hag e gevrididi spagnol.

Chom a ray etre o c’hrabanoù betek Skrid-embann Naoned, e 1598, a lez 150 lec’h repuiñ get ar Brotestanted, en o mesk c’hwezek plas da zimeziñ evel Kastell Pondi. Neuze eo roet kêr en-dro d’ar Roc’haned.

E-doug ar 17vet kantved ez eus roet lañs en-dro da Bondi. E 1603 eo lakaet ar veskontelezh da zugelezh-pariezh get Herri IV. Adal bremañ em astenn aotrouniezh ar pennlec’h betek kastellaniezhioù Kez, an Drinded pe Loudieg.

Foarioù Noal (Noal, ar Gelenneg, ar Brolad) zo kaset di. Koc’hu ar greun zo savet àr blasenn an Iliz. Ar venec’h Rekolezed, deuet àr-lerc’h ar Frañsezidi, a sav ur gouent nevez. An Ursulinezed a zigor un ensavadur evit kelenn ha desevel merc’hed yaouank.

Freuz ha reuz zo bet a-hed ar c’hantved ivez : emsavadeg ar paper timbr e 1675 ; torradur Skrid-embann Naoned e 1685 ; pore red-kof e 1696. Met, en diwezh, Pondi zo daet da greñvaat he renk evel pennlec’h e-kreiz an dugelezh.