Breizhadez ha brezhonegerez

Emañ Pondi er brezhonegva. Eno e komzer gwenedeg, unan a beder rannyezh ar c’hourenez, get rannyezhoù Kerne, Leon ha Treger.

Emañ ar brezhoneg a-unvan get kêr. Kavet e vez e pep lec’h en anvioù-lec’h, ha lodenn eo ag hec’h identelezh.

Pondi a ro ton da sevenadur Breizh e kement doare zo dezhañ : yezh, sonerezh, dañsoù, gouelioù, hengounioù…

Bep blez e ro bod da c’hourfennoù Kan ar Bobl, an darvoud skouer e-touez an arvestoù e Breizh, a dolp tost da vil a sonerion, kanerion ha konterion, kozh pe yaouank, daet a razh broioù Breizh.

Emañ razh pennoù bras an arvestoù a-vremañ é tonet ag ar greuzeul-se ma kemmesk an hengounioù, ar stiloù hag ar remziadoù.