Dezev Napoléon Bonaparte evit Napoléonville

Hervez Napoléon Bonaparte eo bet krouet Napoléonville ha Napoléon-Vendée (La Roche-sur-Yon), a-benn lakaat ar peoc’h hag ar sevenadur da ren, evel ma tispleger er pennad amañ edan zo tennet ag ar brezegenn diàr-benn Stad an Impalaeriezh, displeget en anv an Impalaer dirak ar gannaded e 1806.

Div gêr nevez zo é sevel en ur c’horn-bro a oa gwastet gwezhall get ar brezelioù diabarzh ha zo chomet keit all zo estren d’hor c’henwerzh, d’hon arzoù hag ivez d’hor buhezegezh. An holl dud a gave gwell beviñ en arvor ; buhez a yay en-dro d’an argoad. Er Mor-Bihan e kresk Napoléonville hervez ar raktresoù zo bet divizet er blez-mañ ; aet eo àr-raok dija ; emeur é sevel savadurioù soudard ha savadurioù disoudard ; prest eo al lise da zegemer kant hanter-c’hant skoliad. Napoléonville, zo e-kreiz kanolioù nevez Breizh diagent, a vo, er peoc’h, kreizenn ur c’henwerzh bras ; er brezel e vo ur greizenn soudarded bras-meurbet hag ur sanailh da bourveziñ hor morlu. Laouen-kaer eo ar Vande é welet he c’hêr-benn nevez é c’henel. Gwelet ez eus bet e kêr Napoléon diazeziñ ar savadurioù bras a zere d’he zonkadur hag a c’hell degas buhez d’an departamant m’emañ en e greiz ; p’emañ é tonet ag ur c’hoad distro gwezharall e c’halvo lusk ar c’henwerzh daveti, dre an hentoù a ya da gejiñ an eil get egile enni ; gwelet a ray pegen mat eo lec’hiet ha pegement a glask zo àrni get ur bobl gredus ha feal d’ar priñs en deus daskoret dezhi he relijion, ar sioulder hag ar binvidigezh. An Impalaer en deus roet aotre da lakaat en e anv an div oberenn gaer-mañ, evel div vedalenn hollbadus ; gete e vo dalc’het soñj ag ar gwalldaolioù bras zo bet ha zo renket penn-da-benn bremañ.