Dont a ra Pondi da vout Napoléonville, ur gêr nevez da vare an Impaleriezh

E-pad ul lodenn vat ag ar 14vet kantved eo bet brezel hêrezh Breizh é ren e beskontelezh ar Roc’haned. E 1341, evit gwir, eo aet ar Roc’haned a-du get Janed Pentevr, dimezet get Charlez Bleiz hag harpet get Roue Frañs a-enep Yann Moñforzh, zo harpet-eñ get roue Bro-Saoz.

Adal 1342 eo bet kemeret Pondi ha Roc’han get kont Northampton. Da c’houde ez eus bet freuz ha reuz er vro e-pad ugent vlez betek marv Charlez Bleiz e 1364 ha sinadur feur-emglev Gwenrann e 1365.

Daoust ha Roc’han, zo bet distrujet get an tan, n’eo ket deuet a-benn da sevel en-dro ? Daoust ha lec’hiet gwell eo Pondi, da welet, e-kreiz ar veskontelezh ? E Pondi eo, bepred, eo bet Alan VIII Roc’han é tegemer e wizien e 1396, ha dont a ra kêr neuze da vout pennlec’h ar veskontelezh.

A-hed ar 15vet kantved eo bet Pondi é klask en em ziazeziñ er veskontelezh. E 1456 ez eus bet staliet ur gouent ag urzh ar Frañsezidi. E 1485 ez eus bet savet ur c’hastell mogeriet-kreñv àr ur roz a-dreist ar Blavezh. Niver ar foarioù a vez aozet enni, pouez bras he milinoù, ment he c’hoc’hu, zo anezhe arouezioù arall a ziskouez peseurt renk he deus tapet kêr bremañ.

A-boan eo bet torret ar maread sioul-se get ar brezel etre an dug Frañsez II ha roue Bro-C’hall, e 1487 ha 1488, ur brezel achuet e 1491, pa’z eo bet dimezet AnnaVreizh get Charlez VIII, ar pezh zo bet ur c’hamm kentañ trema dibenn dizalc’hiezh Breizh. Kostezenn an dug, neoazh, he deus lakaet seziz àr kêr, hag he c’hemeret. E 1490 avat eo distroet kêr, dibistig, d’ar Roc’haned zo savet a-du get Charlez VIII.