Gounezet d’ar c’henlabour

Bro an teroueroù hag ar c’hloc’hdioù eo Breizh. Bez’ eo ivez bro ar c’henwarezioù hag ar c’hevelourioù. Evit a sell Pondi, n’he deus ket paouezet morse da vonet a-du get diorren ar c’henober etre kumunioù, en he c’hanton ha kalz pelloc’h.

Abaoe 1965 he deus kemeret perzh e krouidigezh sindikad diorren armerzhel Pondi hag he zolead, sindikad aveadur touristel kanton Pondi, ha sindikad aveadur glann su lenn Gwerledan ha bro-zegemer ar Roc’haned. Get ar re-se e oa bet ganet e 2001 Pondi Kumuniezh, anezhi ar gumuniezh kumunioù vrasañ a Vreizh, get 24 c’humun ha 42 000 a annezidi.

E 1974 e voe an hini gentañ oc’h emezeliñ ouzh Sindikad-departamant dour ar Mor-Bihan (SDDM), zo e gefridi bennañ pourchas dour mat da eviñ da razh kumunioù ar Mor-Bihan. Ezel eo ivez a sindikad-departamant an tredanaat.

Nevesoc’h zo he deus bet ur roll oberiant e krouidigezh Bro Pondi, un ensav prederiiñ ha kinnig hag a dolp an obererion bolitikel, armerzhel ha sokial a 45 kumun ha 78 000 a annezidi en-dro d’ur youl voutin a ziorren padus.