Kêr ar sevenadur hag an emgavioù

C’hoariva-kêr Pondi a oa bet savet e 1849, ha nevezet e oa bet penn-da-benn e 2005. Diskouez a ra pegen abred e oad bet dedennet get an obererezh sevenadurel publik.

Hiziv an deiz ez eus e kêr div sal-abadennoù arall, meur a lec’h evit an diskouezadegoù, ur vediaoueg hag ur skol sonerezh vroadel.

Engouestlet eo kêr en aozadur darvoudoù sevenadurel ar rannvro, evel Kan ar Bobl, Gouel ar skeudennoù hag ar sonioù, an Arz er chapelioù, Gouel daouvleziek al levrioù istor, ar Musicales.

Skoazelliñ a ra ar grouidigezh arzel dre breniñ oberennoù arz, degemer arzourion annezet ha sikour arzourion yaouank.

A-hend-arall ez embann un bochad traoù hag e ra enor da Emil Masson, anezhañ ur skrivagnour hag ur prederour, zo bet aozet ur c’hendiviz etrebroadel a-zivout e oberenn e 2003.

A-hed ar wezh e oa bet Pondi ur gêr àr an harzoù – àr harzoù ar Weneted, an Osismied hag ar Goriosolited, en amzer Arvorig hag ar C’halianed ; àr harzoù eskoptioù Gwened ha Kerne, en amzerioù kentañ Breizh ; àr harzoù Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan àr-lerc’h an Dispac’h. Dre se e oa bet ul lec’h mat evit an eskemmoù.

An dibarder-se n’eo ket an hini nemetañ : àr-hed 50-60 km diouzh Sant-Brieg, Gwened hag an Oriant, 110-120 km diouzh Roazhon ha Kemper, 150-160 km diouzh Naoned ha Brest, Pondi zo, dre natur, ul lec’h kreiz evit an emgavioù e Breizh.

Gouezet he deus Pondi penaos talvoudekaat al lec’h m’emañ dre grouiñ ur palez kendalc’hioù hag un dachenn diskouezadegoù (meret get Pondi Kumuniezh en deiz a hiziv). A Vreizh a-bezh e lakaer emgav eno hiviziken evit kendalc’hioù, bodadoù studi, asizoù, prezegennoù, saloñsoù, emvodoù, stajoù…