Kêraozet diàr ar gêr istorel

Diàr ar gêr istorel (ar gêr gozh hag ar gêr nevez) eo bet astennet kêr Bondi, er reter hag er c’hornôg, da gentañ, àr ar rozioù zo a-dreist ar Blavezh : Kastell Gailhard àr ar ribl kleiz, Fabourz Verdun àr ar ribl dehou.

Er blezadoù tri-ugent e oa bet savet bodoù LODEF ha gant-se e oa bet roet ul lusk nevez ; uhelennoù Balumed, Kastell Gailhard, Keroper a oa bet kêraozet ivez. A-c’houde eo aet ar sevel tier hiniennel àr-raok, hag emledet eo kêr e karterioù Gwelvad, Kerivaod, Kerjalod, ar Forn Raz.

Asambles get al lusk-se ez eus bet krouet savadurioù foran nevez : palez ar c’hendalc’hioù, tachad labourerezh, skolioù, skolajoù, liseoù, tier-jiminas, poulloù-neuial, magouri, levraoueg…

Tachadoù labourerezh zo bet krouet àr ar memes tro, er c’hreisteiz, a-hed ar Blavezh. Da gentañ-penn ez eus bet degemeret enne embregerezhioù a ya kuit a garter kozh Trandour, kollet gantañ tamm-ha-tamm e c’halvidigezh greantel hag artizanel.

Hiziv e talc’her da gêraoziñ er-maez ag an tolpad-kêr. Evel-se ez eus bet rakwelet sevel daou-gant hanter-c’hant ti-lojiñ e-kichen Bolumed àr TATEK Tallenn.

Ar tachenn an Nervenn Vras eo bet savet an ensavadur skol-veur a deknologiezh (ESAD) hag an ensavadur stummiñ àr ar prederioù klañvdiour (ESPK), e-tal al lise labour-douar evit ober ur greizenn nevez a stummerezh hag a enklask.

Evit ar c’harterioù zo bet kêraozet dija (Kerverzh, ar Forn Raz, Trandour, Kerjalod, Kerivaod), muioc’h-mui a dud zo é chom enne get an annezioù stroll a vez savet enne.