Kreizenn velestradurel ha lezvarnel

Pondi zo ur pennlec’h-arondisamant e departamant ar Mor-Bihan hag e rannvro Breizh. Ur pol melestradurel ha lezvarnel eo, e Kreiz Breizh, tost da vevenn ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor.

Enni e kaver un isprefeti, ul lez-varn ensav e dalc’h An Oriant hag ur gompagnunezh archerion a strollad ar Mor-Bihan.

Get isprefeti Pondi e vez melestret un arondisamant 10 kanton, 78 kumun ha 114 000 a annezidi.

Evit ar memes tachennad, kêr zo enni ur Strollad tiriadel evit an tanioù-gwall hag ar sikourioù.

Pondi, anezhi trede pol kenwerzhel ha greantel ar Mor-Bihan, a ro bod da deir c’hambr lez-varn kenwerzh an departamant.

A-du-arall e tegemer ivez sez Pondi Kumuniezh (kumuniezh kumunioù Pondi, 24 c’humun, 42 000 a annezidi) ha sez Bro Pondi (45 kumun, 77 000 a annezidi), zo Pondi ar gêr-greiz anezhi.

E Breizh ez eus 25 a boloù servijoù pennañ. Roazhon eo an hini kentañ. Pondi, kêr bennañ Kreiz Breizh anezhi, zo en 11vet plas evit a sell ar rannvro hag en 3e plas evit a sell an departamant, get un dachennad dedenniñ a 87 000 a annezidi.