Pondi e penn-araok an Dispac’h Bras

El lodenn gentañ ag an 18vet kantved eo bet adsavet an ospital hag ez eus bet krouet ur marc’hallac’h hag un hent bale foran, hervez ar c’hiz en amzer-se.

Met get an armezh aet d’an diaz hag ar gerteri a vez ingal e sav bec’h e kêr. Paour-noazh eo an dud. E 1787 ez eus pevar den diàr seizh é veviñ en dienez, ha daou arall é veviñ diàr an aluzon…

E Pondi, a zifenn goulennoù an trede-stad, e tegemerer an Dispac’h get gred.

Daou zen a Bondi, dileuridi ag an trede-stad hag ar gloer a renk izel, zo e Versailhez d’ar 5 a viz Mae 1789 da vare digoradur ar Breudoù. Adal an 9 a viz Gouere emaint o-daou er Vodadeg vonreizhiñ.

E miz Genver hag e miz C’hwevrer 1790 eo degemeret e Pondi kevread an emouestlidi vroadel ha da c’houde hini ar c’humunioù a Vreizh hag a Anjev. Difenn a reer ar vonreizh hag unvaniezh ar Vroad.

Betek 1792 e stourm Pondi a-enep an douar-koñje, un aspadenn a wir kozh Kustum Breizh a veze gwasket gantañ peizanted ar Mor-Bihan, Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor.

Nag ar Spont Bras, a gouezh àr an dileuridi, zo tamallet da vout savet a-du get ar gevreadelouriezh hag an didaerded, nag ar chouaned, a laka seziz àr ar gêr ha zo àr-nes he c’hemer, ne daint a-benn da zistreiñ Pondi ag he emouestl. Da zibenn an Dispac’h e seller doc’h Pondi evel ur c’hreñvlec’h evit ar Republikaned e-kreiz Breizh.