Skoed-ardamez ar Roc’haned, en gul get nav zalbennan en aour

Nav rombig liv an aour, renket tri ha tri, àr ur skoed ordinal ruz e liv, a ya d’ober skoed-ardamez ar Roc’haned : en ardamezouriezh e lârer en gul get nav zalbennan en aour, 3, 3, 3.

An talbennan zo anezhañ ur romb toullet get ur romb bihanoc’h en e greiz. Pa’z eo bet krouet skoed-ardamez ar veskonted e oa seizh talbennan ennañ (3, 3, 1).

Skoed-ardamez ar Roc’haned eo hini kêr Bondi abaoe 1698, ar blez ma oa bet marilhet en Ardamezeg Hollek Frañs, er marilh Breizh.

 

Hiziv an deiz e vez gwelet talbennanoù ar Roc’haned c’hoazh àr un niver bras a savadurioù. Kizellet int er maen ha kinkliñ a reont da skouer noedoù ar c’hastell ha porched ar benniliz.

Talvezet o deus talbennanoù ar Roc’haned da arouez ivez d’ar Blavezh, ur vatimant dilestriñ tankoù a oa bet moret e 1960 hag a oa kêr Bondi he maeronez, betek miz Genver 1985, pa oa bet dizarmet.