Trachycarpus fortunei, palmez a orin ag Azia

Trachycarpus fortunei zo bet lakaet dezhe anv al louzawour saoz Robert Fortune.

Ober a reer palmez Sina pe palmez kanab anezhe alies. Dibar int dre ma c’hellont derc’hel pa vez yen-sklas an amzer betek àr-dro -15°C.

Get se e vez gounezet kalz ar gwez-se er bed ha dreist-holl e Pondi ma vezont kavet stank e kêr.

Kavet e vez ar gwez-se e pep lec’h : el liorzhoù – foran pe brevez -, er straedoù hag àr ribloù ar ganol…

Evel-se e vez stummet steudadoù kaer a d-Trachycarpus fortunei àr ribl dehou ar Blavezh hag er straed Kaero ; Ar gwez-se zo anezhe evel rouanezed e-kreiz skwar an Ti-gar hag e rozeg ; uhel emaint é liorzh al lez-varn ivez.