Ur gêr enni skolioù ha skolioù-meur

Liseoù Pondi, get o daouzek rann teknikourion uhel (RTU), a ya d’ober ul lodenn ag ar pol deskadurezh uhel.

Er pol-mañ ez eus ivez un ensavadur skol-veur a deknologiezh (ESAD) stag ouzh skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB) hag un ensavadur stummiñ àr ar prederioù klañvdiour (ESPK).

Adal ar BTU (breou teknikour uhel) betek an aotreegezh vicherel, en ur dremen dre an DSD (diplom skol-veur a deknologiezh), tost mil studiour a vez stummet en hentadoù al labour-douar, an trede gennad hag an deknologiezh.

En ESAD Pondi ez eus ur skourr ag un arnodva ag an Oriant, arnodva ar studioù termek àr an energiezh hag an endro (AST2E), anezhañ un aozadur arbennikaet àr an tretiñ lastez ha dourioù skarzh.

A-hend-arall e pled, get kevelerion arall ag an enklaskerezh, an deskadurezh, ar stummadurezh hag ar greanterezh, ouzh ur greizenn deknologiezh.

PRODIABIO – anv ar greizenn eo – zo e bal, peurgetket, monet a-du get an neveziñ hag an treuzkas teknologiezhioù d’an EBE-GBE.

Emañ Pondi e-barzh Valorial, pol kevezusted gounezvouederezh Breizh, a bled ouzh ar mezhur yac’hus ha boued an amzer da zonet.