Ur glad 3000 anv-lec’h brezhonek

Da-geñver ar garta Ya d’ar brezhoneg, kêr Bondi he deus goulennet ouzh Ofis ar Brezhoneg kas da benn ur studiadenn a-zivout anvioù-lec’h ar gumun. E miz Kerzu 2007 e oa bet rentet.

Evit kas o studiadenn da benn, arbennigourion an Ofis a oa em droet trema ar mammennoù skrivet koshañ ; ag ar VIvet kanved eo an hini goshañ.

Klokaet e oa bet al labour-se get un enklask àr an dachenn, get skoazell 26 brezhoneger a Bondi, ar Sorn, Sant-Turiav, Klegereg, Malgeneg, Sant-Jelan, Noal-Pondivi ha Neulieg.

En holl ez eo tost da 230 lec’hanv (lec’hioù anvet, pennkêrioù, kêriadennigoù) hag en tu hont da 3000 korrlec’hanv (anvioù logelloù ar gladroll) hag a zo bet studiet en ur zerc’hel kont ag an istor, ag emdroadur ar yezh hag ar soniadouriezh (fonetik).