Ur glad pinvidik a-fet savouriezh ar c’hêrioù hag ar maezioù

Kastell ar Roc’haned, zo bet savet àr ur roz a-dreist ar Blavezh ha pellik diouzh ar gêr gozh, zo savadur arouezelañ Pondi. E 1485 e oa bet savet, da lavaret eo en ur prantad a bouez en istor ar c’hestell-kreñv pa oa bet krouet ar c’hanolierezh evit lakaat seziz àr ul lec’h.

Ar savadur zo ennañ div voger-dro garrezek get un douflez sec’h (hep dour) etreze, an eil get tourioù ha ramparzhioù, hag eben get ur savenn zouar uhel. Ar c’hastell, bet kempennet e-pad ar C’hinivelezh, a oa bet nevezet penn-da-benn etre 1955 ha 1972.

Frammet eo kêr gozh Pondi hervez un ahel reter-kornôg stummet get straed an Neud, plasenn ar Martred, straed ar Pont hag, àr ribl dehou ar Blavezh, get straed ar Jeneral Quinivet.

A bep tu d’an ahel-se ez eus plasennoù (plasenn Leperdit, plasenn Anna Vreizh, plasenn Bisson, plasenn Ruynet du Tailly, plasenn Ernest Jan) a ziskouez pelec’h e oa ar c’hoc’huioù hag ar marc’hadoù gwezharall.

An tier o bannoù koad ha maen, pe e mein hepken, zo skrivet un deiziad àrne alies, zo anezhe aspadennoù ag ar pevar c’hant blezad savouriezh prevez zo bet etre ar 15vet kantved hag an 18vet kantved.

Er c’hreisteiz d’ar gêr gozh em astenn Napoléonville, ur gêr nevez a oa bet krouet diàr atiz Napoléon Bonaparte.

Ar gêr-se, savet en ur stumm klasel, zo karrezek an tres anezhi. Ar blasenn Aristide Briand eo ar greizenn velestradurel hag arouezel anezhi. Arni e kaver, evit gwir, sez ar galloudoù keodedel ha lezvarnel : an isprefeti, al lez-varn, an ti-kêr.

En tu arall d’ar gêr gozh emañ an ahel frammus, hag eñ durc’haet a norzh da greisteiz, a ya ar straed Vroadel ha straed ar Jeneral de Gaulle d’e ober.

Get ar mein (savadurioù ha talbennoù) hag ar c’hlasvez (skwarioù ha delioù), a gaver a-bep-eil, ez eus bet roet lusk da zremm kêr. Al liammoù get ar gêr gozh zo bet savet a-feson hag a-boan ma c’heller merzout an diforc’hioù zo etreze.

Maen kentañ Napoléonville a oa bet lakaet e 1807. Savet e oa bet savadurioù foran enni àr-lerc’h e-pad ouzhpenn hanter-c’hant vlez.

Karter ar Varc’hegerion a oa bet digoret e 1811, an ti-bac’h e 1813, an ti-kêr e 1834, an isprefeti e 1839, al lez-varn e 1846, ar c’hoc’hu e 1848, en hoariva e 1849, an iliz-parrez nevez e 1869.

Ar raktres kentañ a oa bet degaset kemmoù bras ennañ pa oa em gavet an hent-houarn e 1864. D’ar mare-se e oa bet dilamet al lodenn reter ag ar gêr nevez.

Met chom a ra neuz Napoléonville evel ma oa gwezharall, an dra nemetañ é tiskouez an doare da gêraoziñ da vare Napoléon e Breizh.

Pelloc’hik e-maez kêr Bondi, amañ hag ahont àr ar maezioù, ez eus keriadennoù (Stival, Sant-Trefin, ar Gelenneg, Talc’hoed). Gouiet a reer gete penaos e oa an tier àr ar maez er 17vet hag en 18vet kantved.